Goude an oferenn
D’ar yaou 9 a viz Genver 2014 zo bet lidet er Folgoad deiz-ha-bloaz marv Anna Breizh.
Da 10e vintin zo bet aozet ur c’hendiviz kaset da benn gant an itron hag an aotrou Combot, eus kevredigezh Mignoned ar Folgoad, gant maer Lesneven, an aotrou Jean-Yves le Goff, gant maer ar Folgoad, ha gant Bernard Tanguy. Displeget o deus istor buhez an Dukez hag he pirc’hirinoù er Folgoad. Lavaret e vez eo deuet an dukez teir pe peder gwech er Folgoad. Ne c’heller ket bezañ sur evit an holl veajoù met an hini a zo bet brudet ar muiañ zo degouezhet e 1505 e-pad tro Breizh an dugez.
He gwaz, ar roue Loeiz XII a oa bet klañv vras ha pareet en doa. Anna he doa graet ur ouestl e ken kaz ma wellafe e stad ha dibabet he doa mont da bediñ Itron Varia ar Folgoad. Anavezet ha karet e oa an dukez evit he doueez. Roet he doa arc’hant, ur groaz arc’hant hag he saeoù-eured da vazilikenn ar Folgoad.
Lidoù liesseurt
War-dro 11e15 zo bet lidet un oferenn gant ar person Jean-Yves le Bras, heuliet gant un abadenn sonerezh ha c’hoariva. Deuet eo Marta Gliozzi hag Elodie Bouleitfour, eus skol-sonerezh Brest da c’hoari binioù-kozh, ograoù ha fleüt. Un doare da reiñ da c’houzout e oa entanet an dugez gant an arzoù hag al lennegezh. Da 5e noz eo bet echuet an devezh plijus ha fromus gant ur banne roet gant maer ar Folgoad, gant ar person Jean-Yves le Bras ha gant strollad ar Vro Bagan.
Izold Guegan